canardbleu

Gavotten ton doubl

Ecouter : http://canardbleu.fr/canard2014/IMG...

Jean-Louis ha Marivon

Beajet ’meus e Bretagn er c’hêrioù war ar maez
Me yae gant ma bisiclet gant ma marc’hadourezh

Ha dre se me zo deut ’benn da formiñ tiegezh
Ne vank netra ennoñ nemet ar briedelezh

E Treglamus tri miz on bet e-barzh ti ma mestrez
Ober de(zh)i he labourioù kaout berr an amzer

Me ’meus bet eur femelen a oa deus ma doare
Nag evit er c’hentañ gwech ’m oa gwelet anezhi

Nag evit er c’hentañ gwech ’m oa gwelet anezhi
E oa un nozvezh goude koan ’barzh an ostaleri

E oa un nozvezh goude koan ’barzh an ostaleri
Ma gaven de(zh)i un aer vat pa sellen deuz-outi

Ha pa sellen deuz-outi gaven de(zh)i un aer vat
Ha pa c’hoarzen deuz-outi e luche din eur lagad

Setu me sonje neuze e vijemp bet unised
E vijemp bet unised vit mont an daou da bried

Ha me c’houle diganti raok dont ganti d’he zi
Araok din ta Marivon ober ri promes(ai)ou diñ

Ha ne ran ket promesaiou na d’ar baotred yaouank
Rak ul lodenn ar wazed gav’ mad ar gwin ardant

Ha me ’mboa bet asuret ha touet war ma fe
Na birviken paotred veo na gousko ba’ ma gwele

Ha c’hwi zo plac’h a feson a gredan Marivon
Ha me adesplikañ deoc’h na ma c’hentañ rezon

Kar biskoazh a on bet mezv na birviken a vezin
Petramant me sino deoc’h ’po droad d’am destrujiñ

Me a fell din bevañ mad pa ve kreñv an arc’hant
Ha loskel a vezventi gant an tud inosant

O med tostaad a ra d’an noz n’omp ket c’hoaz barzh ar ger
Kenavo ta Jean-Louis kaez o te ’vo ma zervicher

Med benn an nozvezh da c’houde me ne m’oa ket c’hoan ken
(O) na da zisken gant an hent (o) na da vond d’he goulenn


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 15604

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Ecouter Menguy-Guéguen   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 0