canardbleu

Kaz a barzh

Ecouter : http://canardbleu.fr/canard2014/IMG...

Me ’zo deus ar Gemene

Me ’zo deus ar Gemene
Ma zad ma mamm a oa ivez

Ma zad ma mamm ’nevoa madoù
’Gase ’c’hanon d’ar skolajoù

D’ar skolajoù vit bout beleg
Ma c’halon paour ’goñsante ket

Ne vin ket na beleg na manac’h
Ma c’halon baour desir ur plac’h

Pa’h ae ar re all da studi(a)ñ
Me chome er maez da c’hoari

Pa’h ae ar re all e-barzh ar c’hlas
Me chome er maez da c’hoari las

Ma zad ma mamm pa ’doaint klevet
Peseurt fripon ’doaint disavet

Skriv a rent din-me ul lizher
Donet d’ar gêr da chañch micher

’Oan ket bet pell ’ba’ ti ma zad
’M boa degotet merc’h un o’c’h mat

Ur plac’h a bemp kant skoed leve
Ha me ’m boa kemend-all ivez

En ur bloavezh oent lipet tout
Ha sac’h ar person war ma choug

Sac’h ar person sac’h ar c’hure
Hini ar sakrist goude-se


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 16302

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Ecouter Menguy-Guéguen   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 1