canardbleu

Kost ar c’hoat

Ecouter : http://canardbleu.fr/canard2014/IMG...

Ar c’hallez vihan

Didostait kozh ha yaouank, didostait da glevet
Da selaou kanañ ur son a zo nevez savet.

Savet eo d’ur c’hallez vihan da vro ar C’hallaoued
A vez bemdez kostez ar c’hleuzioù oc’h evezhaat al loened.

A vez bemdez kostez ar c’hleuzioù oc’h evezhaat al loened
Hag un ofisour yaouank ’da bemdez d’he gwelet.

Hag un ofisour yaouank ’da bemdez d’he gwelet,
’Balamour oe ur plac’h koant digantañ oe karet.

’Balamour oe ur plac’h koant digantañ ’oe karet,
Ha d’an oad a bemzek vle digantañ ’oe traiñset.

Ha d’an oad a bemzek vle digantañ ’oe traiñset.
Ar plac’hig koant oe yaouank ha ne gomprene ket.

Ar plac’hig koant oe yaouank ha ne gomprene ket,
Petra oe bout er vro-mañ ’sambles gant ar baotred.

Un devezh an ofisour ’vale war gein e chao
Klevas mouezh ur verjelenn ’kostez ’r c’hleuz o ouelo.

Klevas mouezh ur verjelenn ’kostez ’r c’hleuz o ouelo,
Gant an drue en doa hi, eañ ’hom d’he c’honsolo.

Petra ’zo ’ta berjelenn, ai genac’h da ouilek,
Tostaat a reomp deus ar goañv marsen ’peus anoued ?

Tostaat a reomp deus ar goañv marsen ’peus anoued ?
Me zo vont da breno deoc’h ur manteled siret.

O pa sur ’ta, ofisour, mantell ne c’houlan ket
Gwelloc’h eo din dimo deoc’h ’vel p’ oe din prometet

O pas sur ’ta berjelenn dim’o deoc’h ne rin ket
Kar ma zud ’zo en noblañs na gonsantiaint ket

Kar ma zud ’zo en noblañs na gonsantiaint ket
Dimeziñ d’ur verjelenn ’h evezhaat al loened.


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 16302

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Ecouter Menguy-Guéguen   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 1