canardbleu

Melani

Melani
Dañs plin

Des vers où les accents sont particulièrement bien adaptés au style plin.

Pourtant l’histoire se passe aux confins du pays vannetais. Un bourgeois de Mellionnec envoie un entremetteur demander une jeune fille à Plélauff (au hameau de Gwenndaol ; "Plélauff" se dit "Pellan" en breton). Cette Mélanie ne veut pas d’un "Gwenedour" (=Vannetais), mais se laissera finalement séduire par la perspective d’une vie facile, loin des travaux des champs...

C’hoant am eus da ziskleriañ ur chañson a nevez
Un a zo bet kompozet d’un den a galite

Ha d’un den a galite deus ar ganton Kallac
Hag a ’zo deut da noter ’ba parrouz Mellionneg

Mon’d a ra da wel’t ur plac’h betek Gwenndaol Pellan
Met allaz petra ’dalv de(zh)añ pa ne(zh)i n’eo ket he c’hoan

An terruplañ plac’h yaouank ’ba’ karter Sant-Houarno
’Zo ur verc’h da Marivon ha d’ar paotr Keriou

Dre ur sulvezh d’abardaez arruas an den yaouank
Da gavoud an Tomas kozh balamour d’e verc’h koant

Bonsoir deoc’h c’hwi Tomas kozh bonsoir deoc’h a laran
Konje ho merc’h Melani diganeoc’h ’c’houlennan

Tomas kozh n’eus respontet n’on ket fachet gant se
Mag eo kontant Melani se ’vo gwelet goude

Bonsoir deoc’h Melani vihan plac’hig joaius ha gae
Pa on deut betek ho ti an devezh a hirie

Me on bet kaset amañ deus berzh an aotrou mad
’Vit goulen konsatamant gant ho mamm hag ho tad

’Vit goulen konsatamant gant ho tad hag ho mamm
Met diganeoc’h Melani ’c’houlennan da gentañ

Met diganeoc’h Melani da gentañ a c’houlennan
Ha dre c’haz akordet din deus pez a c’houlennañ

Melani ’neus respontet d’an den yaouank treitour
Me ne ran ket kalz a gaz da gwel’t ur gwenedour

Ur gwenedour n’eo ket mad met ’n’ur press alc’hwe(zh)et
Hag alc’hweioù an teñzor vint ganiñ da viret

C’hwi po keuz Melani bihan bezañ ma refuzet
Rak ’n aotrou deus Mellionneg deuy’ ket ken d’ho kwelet

Ha pa viet kaset d’ar park da labourad an douar
Ha neuze ’ta Melani c’hwi ’po keuz ha glac’har

Distroet ’ta den yaouank ha teuet war ho kiz
Kar re interes a ’meus n’on ket ’vit ho refuz

An den yaouank eas d’ar gêr e galon ’zo kontant
O ton’t d’anoñs ar c’heloù d’an den chentil yaouank

Pa oa erru war e giz ebarzh ti an aotrou
Peseurt mod emañ bet kont etrezoc’h c’hwi ho taou

Nag an traoù ’zo gerzat mad hag an tud ’zo kontant
’Neus ket ken ’met Tomas kozh faota kavet arc’hant

Ha neuze me an aotrou me ’meus finesti ’walc’h
Ma ’ne vank ket met arc’hant me ’vo dime(z)et d’ar plac’h


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 22194

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Des textes et des chansons   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 6