canardbleu

Plac’h an Dreinded

Plac’h an Dreinded
Dañs plin

La maman de Jean Menguy est originaire du hameau de la Trinité ("an Dreinded"), dans la commune de Saint-Clet (Sant-Kleve). Elle a travaillé dans un moulin pour le rouissage du lin, puis a émigré à Châteaubriand faute de travail sur place, puis a traversé seule la guerre (son pari étant prisonnier)... Son fils décrit ici la vie simple d’une trégorroise de la campagne.

Ganet e ’oa en Dreinded ’barzh parrouz Sant-Kleve
Ha maget barzh ur menaj gant kouraj ha polontez

Evit gounit he zamm bara diaes e oa d’ar plac’hig
Kaset ’oa da c’hwezek vloaz labourat ti Meudig

’He labour barzh ar vilin na bade ket ur bloavezh
Mont a re he da glaskout ur labour en tiegez

E ’keit-se he deus kavet an ’hini ’vo he fried
O’ labourat ’sambles ganti araok e oant dimezet

Aet oan da Kastelbriant oc’h ober memes labour
Evit gounit o zamm buhez ha glask un tammig sikour

Met diaes eo be(z)añ e(v)urus e-pad ur hir amzer
E bloavezh nav ha tregont e oa kroget ar vizer

Hag e war-dro pevar bloaz e ’oa chomet hec’h unan
Rak he gwaz a oa kaset d’ar brezel d’en em gannañ

Er gêr e ’oa distroet ha klañv ha treut spontus
Met oc’h adkavout he wreg gaez hemañ a oa joaus

Ur pennadig goude-se e ’oa ganet ur bugel
Adkemeret ar vuhez hag ankouaet ar brezel

Evel-se o doa bevet tro-war-dro ugent vloaz
E keit-se ’oan bet laouen pinvikoc’h ’vit biskoazh

Hag he zen a oa marvet er bloazh seizh ha tri ugent
Ha oaded ’oa he neuze nav vloazh ha daou ugent

Gant daou baotr da vagañ ret e oa ka(v)out kouraj
Met ’r labour he doa kavet e-barzh Pontrev er skolaj


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 22582

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Des textes et des chansons   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 1