Ar bloaz paseet
Ar bloaz paseet...
Chanson humoristique sur un thème très répandu : l’histoire d’un mari affligé d’une épouse fainéante mais qui aime aller au lit. Résultat : neuf enfants dans la maison (et neuf qui sont partis chez le Bon Dieu, sans doute le tribut de la mortalité infantile...).
La morale n’est pas triste non plus : les hommes ne savent pas ce qu’ils font quand ils se marient, mais les femmes, elles, le savent très bien !...
Ar bloaz paseet ’oan dimezet,
Me ’grede biken ’vijen bet
Me ’oa dimezet gant unan,
Ne oa na bras na re vihan.
Ne oa na bras na re vihan,
Met un tammig ’oa feneant.
Pa laren de’i ober un dra,
’Kichen an tan ’yae da dommañ.
E-tal an tan ’barzh he gwele,
E lare din-me mont ivez.
Ha me a oa ken sot hag hi,
Teurel va botoù, mont ganti.
Pa oan em gwele kousket mat,
N’ehane ket d’am harlinkat
Hag ur pennadig goude-se,
Karget an ti a vugale.
Pemp war ar bank, pe’r er gwele,
A rafe nav a vugale.
Nav all ’zo bet digant Doue,
’Rafe triwec’h a vugale.
Merc’hed yaouank pa zimezont,
A oar mat-tre petra ’reont.
Paotred yaouank pa zimezont,
N’ouzont ket mat petra ’reont.
fr
Menguy Guéguen (Kan ha diskan)
Des textes et des chansons
?
Site réalisé avec SPIP 3.1.14 + AHUNTSIC
Visiteurs connectés : 1