canardbleu

Nozvezh kentañ ma eured

Nozvezh kentañ ma eured
Gavotten

Cette chanson est composée sur le thème de "la fille mariée deux fois". Une jeune fille se marie, mais son époux part à la guerre. Elle l’attend, elle l’attend, puis lasse d’attendre, elle se remarie. Et surprise : le jour du deuxième mariage, le premier époux revient. Zut, alors ! Habituellement, l’histoire se termine dans les larmes. Ici c’est plutôt la pantalonnade :

"Hier j’étais veuve, aujourd’hui j’ai deux maris. Mais avec lequel vais-je aller me coucher ? Je choisis le premier. L’autre repartira chez lui comme il était venu."

Nozvezh kentañ ma eured me m’oa bet komandamant
Dont da servij ar roue ret eo bet kontant

Dont da servij an armo ret eo obeisañ
Met ma dousig Frañsizan chom’ er ger da gouelañ.

Tevet, tevet, Frañsizan tevet, na ouelet ked.
’Benn un daou pe un tri bloaz me teuy c’hoazh d’ho kwelet.

’Benn un daou pe un tri bloaz ur bervet d’an hirañ
Nag ar martolod yaouank deit ket tamm da vale.

Tremenent ar c’hwec’hvet bloaz ar seizhvet komanset
Nag ar mortolod yaouank ’barzh ar ger n’arrue ket

Ar plac’hig-se oa yaouank hir gave an amzer,
Ha ’n oa laket ba’n he soñj da zimeziñ ’darre.

Dimezet hag eureujet deus an daol o koaniañ
Arruas ur martolod d’an ti da c’houl’ lojañ.

Digant ar vatezh bihan ’neus goulet da gentañ
C’hwi ’zo kat da laret din ma vin lojet amañ

Salokras ta emezi amañ vit ket lojet.
Amañ zo talari walc’h digant tud eured.

Tud an eured zo deus taol gante hon okuped
Hag an dra-se ta mortolod amañ vit ket lojet

Ar martolod oa ur paotr fin goude reas an doare.
Teus da gaout an dantin gozh ’n un tammig a-gostez

Bonjour deoc’hwi tantin gozh Bonjour deoc’hwi a larañ
C’hwi ’zo kat da laret din ma vin lojet amañ

O ya zur ’me’i ’n hin koz lojed mad a viet
Barzh ur gwele mad he bluñv vi lakaet da gousket

Disammet ho malizenn ho aour hag ho arc’hant
Assamblez gant tud an eured c’hwi goanio ekselant

N’oa ket debret mat o c’hoan gant ar rummad kentañ
Hemañ c’houlas ar c’hartoù ’vit ’n em divertisañ

Hemañ c’houlas ar c’hartoù pe an dominoioù
Peotramant ar wreg eured da gaozeal gantañ

Ker nivoa kaozeal de’hi hi ne gaozeal ket
Ken nivoa bet komzed de’hi deus he gwalenn eured

Pelec’h ’mañ ma gwalenn aour ha ma diamañchou,
Peseurt re m’a roet roet deoc’h bremañ zo seiz vloaz ’zo.

Pelec’h ’mañ ma gwalenn aour ha ma gwalenn arc’hant,
Peseurt re m’a roet roet deoc’h deus taol ar sakramant.

Ha hi a joentas he daou zorn ober eur sell sav c’hrec’h
Betek bremañ ma Doue me ’m’a bevet dinec’h

Betek bremañ ma Doue dinec’h me ’m’a bevet.
Dec’h d’an noz me oan intañvez fenoz ’m-eus daou bried

Dec’h d’an noz me oan intañvez fenoz ’m-eus daou bried
Na davet peshani ’neihe ’hin an noz da gousket

Davet an hin kentañ eo gwelloc’h din monet
An hini all hay d’ar ger evel a oa deuet


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 23017

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Des textes et des chansons   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 6