canardbleu

Son Soazig

Son Soazig
Gavotten

Voici l’histoire d’un matelot de la Royale et sa jeune épouse. Ils s’aiment, se marient, se jurent fidélité. Et c’est le départ. Mais ils ont confiance en eux mêmes et dans la vie :

"Au revoir Françoise, prie Dieu pour moi, et Notre-Dame-de-la-Mer, qu’elle me protège du malheur tant que je serai sur la mer ! Pendant que je serai sur la vaste mer, en danger de mort, toi, Françoise, tu seras tranquillement couchée dans ton lit..."

"Mon aimé, pars hardiment à l’armée. Je penserai à toi chaque heure et chaque moment."

Cette chanson fait partie du répertoire de Valentine Colleter et de Bastien Guern, deux grands chanteurs de gavotte encore actifs dans les années 90.

Selaouet ta Bretoned ha c’hwi a glevo kanañ
Ar son-mañ ’zo bet savet a-nevez ‘vit ar bloaz

Ar son-man ’zo bet savet gant ur wreg deuz ar vro
C’houlan ket chifokiñ ’ne(z)hi larin ket he anv

Bet eo bet ’barzh an iliz dirak ar sakrament
N’om brometiñ ’m’a n’euz graet d’ur martolod yaouank

N’om brometiñ ’m’a n’euz graet dirak an aviel
Vijent bet fidel o-daou tre da vetek mervel

Na setu eñ memestra de(z)hi ’m’a n’euz lavaret
Deuz ganin ’ta Franzoazig ’po ket a boan spered

Me ’zo un den a-feson un den a galon vad
Deus an dud ’m’a respekted oa ma mamm ha ma zad

Baoe ’n oad da bemzek vloazh dindañ ar gouarnamant
O servij ar Republik gant ur galon gontant

Me ’m’a desket ma micher ’barzh ar vuzisianed
Me oa deuz ar re gentan ’barzh ar vartoloded

Na da bemp bloaz war’n ugent pa oan bet dimezet
« A peu près » d’ar memes oad e oan gant ma fried

Na setu me ’m’a sonjet ober c’hoaz ma c’honje
Evit gounid ma retred ‘vit be(zañ) euruz goude

Ben eizteiz goude ’n eured eas d’e vatiment
Ha loaskas Franzoazig baour gant he zad hag he mamm

‘Raog monet da bartial ’n’a laret de(z)hi kenavo
Kenavo ’ta Franzoazig pedit Doue ‘vidon

Pedit Doue evidon Intron Varia ‘n Arvor
D’am ziwall deuz pep maleur keit e vin war ar mor

Na pe vin war ar mor bras en dañjer bras ma buhe
C’hwi ha vo ’ta Franzoazik kousket brav ‘n ho kwele

O kerz hardi ’ta ma fried o kerz hardi d’an arme
Me ’m’o ar sonj ac’hanoc’h bep eur ha bep momed

Me skrivo deoc’h ur lizer ha c’hwi a responto
Ha c’hwi a lavaro din ar c’helachoù deus ar vro


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 16302

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Des textes et des chansons   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 1