canardbleu

Mari-Louise

Mari-Louise
Gavotten, Dañs fisel

Marie-Louise est très amoureuse. Elle se déguise en garçon pour suivre son conscrit de fiancé à la guerre. Ce dadais ne la reconnaît qu’après leur quille (leur "congé"), quand elle se démasque elle-même à l’approche de leur village.

Partiet eo Mari-Louise ur pennad gant an hent braz
C’hentañ hag ’n deus rankontret oe ur c’hapiten braz.

"Aotrou kapiten" emezi "Na c’hwi m’engagefe
’Veit un den yaouank kontant da souten an arme ?"

Engaget eo Mari-Louise ’vit mont d’ar rejimant
Ba’n ur memes corps de garde ’sambles gant he galant.

Mari- Louise a gane en palest ar roue
Ha ganti un habit paotr hag ’n’ bet he anave.

’Bep da toste d’he seizh vle Mari-Louise lares un deizh :
"Aotrou kapiten"emezi "skrivet din ma c’honje".

"Hag ouzhpenn a c’houlennan konjer un den yaouank
Kamerad ’sambles ganin ba’ memes rejimant".

Ha neuzen ’zo bet skrivet ya, daou gonjer evit mat
Unan da Mari-Louise, un all d’he c’hamerad.

Bep da doste d’ar bourk-mañ Mari a c’houlenne :
"’Poe ket c’hwi ’barzh ar gêr-mañ un dousig karantez ?"

"Me am boe ’barzh ar gêr-mañ nag un dousig Louison
Matrezen emañ klañv betramantet marv...

Matrezen emañ klañv betramantet marv.
Ya, pe dimezet d’an eil ha partiet ’maez ar vro."

"Hola !" emezi Mari-Louise, "gaou a larit aze
Ka’ me eo Mari-Louise ho dousig karantez.

Ka’ me eo Mari-Louise ho dousig karantez
Ha bet on bet e-pad seizh vle ’kousket deus ho koste."

"Penaos ’ta Mari-Louise oac’h e ma rejimant,
Ha laoskec’h ma c’halon baour ba’n un ken bras tourmant ?"

"Me am boa evidoc’h c’hwi ur gwir fidelite
Kalz muioc’h me am boa c’hoazh evit an Aotrou Doue."


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 17316

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Des textes et des chansons   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 1