canardbleu

An daou kamarad fidel

An daou gamarad fidel
Dañs plin

Un grand classique de la danse plin.

Deux "camarades fidèles" se rendent une nuit chez la petite amie de l’un d’eux. Avec astuce, ils passent l’obstacle de la grand-mère. Mais la fille refuse de les recevoir : "je ne me lève pas à cette heure de la nuit, il n’y a dehors que les garnements qui courent les filles..."

An daou gamarad fidel a lare ’n eil d’egile
Dont a rit c’hwi kamarad ’h eomp hon daou da vale

Dont a rit ’ta kamarad ’h eomp hon daou da vale
’H eomp da welet ma mestrez hag ho hani ivez

Deomp da welet ma mestrez hag ho hani ivez
Deomp da wel’t Mari-Jozoñ ’zo chom en Koz-Korle

An amzer a oa ken brao hag al loar a oa sklaer
Mont a remp en ur ganañ betek penn al leur gêr

Met pa oemp erru’ ennañ me am ’oa remarket
A oa lazhet ar goulou (hag) aet an dud da gousket

A oa lazhet ar goulou (hag) aet an dud da gousket
Oa ket ken war ar bale nemet galimanted

Oa ket ken war ar bale nemet galimanted
Peotemant paotred yaouank ’hon da wel’t ar merc’hed

Me lare d’am c’hamarad tevet n’em dourmantet ket
Bep ma skoiomp war ’n nor deomp ni ’vo digoret

Bep ma skoiomp war ’n nor un daou pe un dri daol
Neuze teuy an hini gozh da zigoriñ an nor

Nimp (a) oemp daou kanfard yaouank karget oemp a spered
’Nom antreal ’barzh an ti bonsoir a memp laret

’Nom antreal ’barzh an ti bonsoir a memp laret
Ha goulenn gant ar re gozh ma oaint war o yec’hed

O ya sur ’me ’n hini gozh yac’h omp bras ha bihan
Kemeret bep ur gadoer didostet da dal an tan

Kemeret bep ur gadoer didostet da dal an tan
Me ’zo vont da brientiñ deoc’h kolasion goude koan

Kolasion goude koan me na c’houlennan ket
Met koazeal gant ho merc’h Mari ma vez din permetet

Salokras med emezi aet eo hi da gousket
Ha ’vid a-fet laret dezhi hag honnezh ne savo ket

Me welas an hini gozh ’tiwisko he boutoù
Ha da lampad war ar bank war blantoù he loeroù

Savet ’ta ma merc’h Mari savet ’ta alese
Da gontañ gant an dud yaouank ’zo arruet aze

Na da c’houlz mañ deus an noz me ne savan ket
Kar n’eus ket ken war ar bale ’met ar galimanted

Kar n’eus ket ken war ar bale ’met ar galimanted
Ha ma c’hamarad ha me ’hon da wel’t ar merc’hed


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 18944

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Des textes et des chansons   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 8