Ar paotr disoursi
Ar paotr disoursi
Gavotten
L’histoire d’un galopin qui casse les vitres (le verrier est son meilleur ami), jette des pierres dans les cheminées, fait courir les vaches (pas bon pour la lactation), s’en prend aux vieilles et aux vieux. Les gendarmes viennent le chercher, mais il est trop jeune pour la prison...
Finalement, il n’y a rien de nouveau sous le soleil. Les "galopins" d’hier appellent aujourd’hui "sauvageons" ou "racaille" ceux qui font le même "métier" qu’eux autrefois : jouer à toupie, faire l’école buissonnière ("l’école du renard", dit-on joliment en Breton), se bagarrer, dénicher et siffler...
Me a zo ur paotr yaouank savant ha disoursi
Bravañ micher a garan e vez c’hoari toupi
Ober skolig al louarn ivez c’hoazh a garan
’Vit gouren ha neizhetañ, c’hwitellat ha kanañ
Ma vourpon, ma jiletenn ’zo ganin diheiet
An tu ’raok deus ma bragoù ’zo ganin difoueltret
Graet ganin da n’om bilat deus ma c’hamaradoù
Ha pa vin erru ’barzh ar gêr me am bo bazhadoù
Mont da c’hoariñ jetañ mein ba’ beg ar chiminal
Torret meus ar goketenn torret troad an trebe
Hag ar gwer war an tiez alies a torrañ
D’ ober profit d’ar gwerer mignon ’h on de(z)han
Ur paotr kozh ya gant an hent hag eur plac’h kozh ivez
Pa nem gavan gant eur bern mein me a ra de(h)e bale
O nag un tammig pelloc’h kavan eur vuoc’h o peuriñ
Tro war tro un hanter leo c’haloupen ane(z)hi
Bemde ven en pinijenn bemde ven e suplis
Pad pemp deiz e-barzh ar skol ha d’ar sul en iliz
Hag alies hep ma c’hoan me ve’ ret din tremen
Ha kousket er maez da noz me a ra pinijenn
Gelv a raent ar jendarmed ’vid tonet d’am spontañ
Kont a raent din deus ar prizon prest vezent d’am renkañ
Met d’antreal en toul louz se hemañ zo abredig
Kar hemañ zo ’r paotr yaouank ha n’eo ket gwell spontig
Fripon marmous krougadenn setu ma anoioù
Ha pa vin erru ’barzh ar gêr me am bo bazhadoù
fr
Menguy Guéguen (Kan ha diskan)
Des textes et des chansons
?
Site réalisé avec SPIP 3.1.14 + AHUNTSIC
Visiteurs connectés : 0