canardbleu

Ar butun

Ar butun
Dañs fisel, dañs plin

Les récriminations d’un pauve paysan, qui se plaint des "messieurs", riches, arrogants, qui ont les meilleures places à l’église, près du curé (mais Dieu reste au fond de la nef, au milieu des paysans, il y a quand même une justice), qui ne pensent qu’à ripailler et à faire les malins sur le foirail. Le paysan, lui, trouve sa place près des bêtes, et il reste là, avec sa faim et sa soif...

Ar butun a zo keret, ’balamour d’ar peizant
Rak an Aotrou ’vez dalc’hmat ’klask kaout an arc’hant.

An arc’hant a vez gantañ hag an holl blijadurioù,
Betek feurmo weturioù d’o c’has d’an ofisoù.

Pan erruaint ’barzh ar bourk, mont a raint da vale,
Mont a raint ’barzh an iliz, ’sambles gant ar c’hure.

Mont a raint e-barzh ar c’heur, ’sambles gant ar beleg,
Doue ’vez lost an iliz, ’mesk ar beizanted,

Doue ’vez lost an iliz, ’mesk ar beizanted
O selaou o fedennoù, hag o fennoù kaled.

O selaou o fedennoù, ha memes o c’hlemmoù,
Doue ’ra ket kalz a gas,’vit gwelet an Aotrou !

Pa vez erru an Aotrou, ’toull an ostaleri,
Neuze e vez gouveet deus a biv ’vez anveet.

An Aotrou ’vez saludet, laret de’añ dont d’an ti,
Met ar paour kaezh peizant, ’vez laosket ’vel ur c’hi.

An Aotrou ’vez saludet, diwisket gant an tok,
Met ar paour kaezh peizant, ’vez laosket dont war raok.

Pa ’vez erruet mare lein, eh a an Aotrou en kampr
Ur fourchedenn deus e dorn, loaioù kaer en arc’hant.

Me ar paour kaezh peizant ec’h a da blas al loened,
Chom eno e-pad an deiz, gant an naon, ar sec’hed.

Ma ’mize bet un tamm butun da lakaat ur c’horniad,
Trouchonno lostioù ar saout, ha goulenn pegement.

Pa ’moa lakaet ur c’horniad, sachet ur vogedenn,
Ha neuze e kave din, oan un den ’vit biken.

Setu micher ar peizant, ’vit gounit e damm boued,
Ober war dro e brajoù ha lakaat kalz a ed.

Ma ’m eus drouklaret netra, dre ma frajelite,
C’houlan eskuz gant an dud, pardon digant Doue.


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 19501

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Des textes et des chansons   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 1