Studioù un den yaouank
Studioù un den yaouank
C’est en 1998 que Jean Menguy a écrit ces vers autobiographiques : l’histoire de ses études, de la communale de Saint-Clet à son premier emploi de prof à Cherbourg, en passant par le lycée de Saint-Brieuc et la fac de Brest...
Me a oa ur paotr bihan ganet e Sant-Kleve
Ha kaset da studial barzh ’r skolaj e Pontrev
Aze me ’m eus graet taolioù (na) gant ma c’hamaradoù
Paz erruen barzh ar gêr me ’m bije bac’hadoù
Meur a darzhioù a strake ba’ toulloù ’r mogerioù
Hag ar vistri en fulor a roe fasadoù
Koachet oa din ma marc’h-houarn e-barzh an toufleoù
War va droad e teuen d’ar gêr ha pouner oa ma boutoù
Ur skolaerez a oa koant ’vel ’n eal an Doue
Plij a rae din he sellout dre toulloù an alc’hwez
Ha d’an oad pevarzek bloaz me oa kaset d’al lise
’L lise bras e sant-Brieg ’lec’h tisken ar vuhez
Merc’hedoù koant a oa ennañ oan savant ha disoursi
Alies a plije de(z)ho dont ganimp da c’hoari
D’ar merc’her d’ar sinema ha d’ar sul war ar maez
Ase(z)et oamp daou ha daou hag an dornioù a floure
Ha warlec’h da driwec’h vloaz e Brest e oan studier
Graet oa ganiñ studioù evit be(z)añ kelenner
Merc’hedou all a oa ganimp desket mad ha koantoc’h
E-pad an deiz o labourat met d’an noz plijusoc’h
Paz aemp gante da gousket ne gignemp ket hon daoulin
War o gwelioù e kavemp liñselioù lian fin
Echu ganiñ ma studioù me ne rin ket ma servij
Kaset oan bro Normandi e lec’h kaven ma implij
fr
Menguy Guéguen (Kan ha diskan)
Des textes et des chansons
?
Site réalisé avec SPIP 3.1.14 + AHUNTSIC
Visiteurs connectés : 0