canardbleu

Trist eo din ma flanedenn

Trist eo din ma flanedenn
Bal plin

"Triste est mon sort" dit le titre de cette chanson. En fait un gros chagrin d’amour, une rupture, et des souvenirs douloureux. Classique sous tous les cieux et dans toutes les langues.

Trist eo din ma flanedenn ay on skuizh o ouelañ
E-kreizh ma brasañ anken ’n om lakan da ganañ

O na ’vit gout na kavout remet d’am boan spered
Ma c’hlemmoù me konto deoc’h tud yaouank selaouet

Me ’oa paour kaezh labourer he oa merc’h tiegezh
Oan ’nem laket d’he c’haret ’vit bout karet memes

Goude be(z)añ he c’haret bet gwall garet ganti
N’eus ket ken a blijadur ’tre ma mestrez ha me

Etre ma mestrez ha me oa met daou bark hepken
Alies vijemp ’sambles (o) fale hag o pourmen

O fale (hag) o tebatiñ hep kemer ar muzul
War ar z’un d’ar foerioù ha d’an over’nn d’ar zul

Ken a lare tout an dud kasimant etrede
Ret eo de(z)he bout breur ha c’hoar ’vit ’n em garout ’mod-se

Met bremañ ’mañ deuet allaz lezenn an disparti
N’eus ket ken a blijadur ’tre ma mestrez ha me

Bremañ ’mañ aet d’ar gouant ’vit bezañ leanez
Ha me ’zo chomet ma unan peseurt tristidigezh

Ha pa ven war ma labour disoursi ’labourat
Me wele ar skeud de(z)hi dirak ma daoulagad

Gant he sell ken mignon hag he mouez ken taner
’Vel hini al lapoused ’pad an nevez amzer

E-pad an nevez amzer al lapoused a gana
Ha me gred klevout ma mestrez oc’h ober memestra


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 22206

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Des textes et des chansons   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 9