canardbleu

Konskried Sint-Trefin

Konskried Sint-Trefin
Dañs plin, dañs fisel

Sainte-Tréphine est à la frontière du pays Fañch et du pays Fisel. Voilà pourquoi ce texte est chanté d’un côté comme de l’autre.

Il s’agit d’une histoire de conscrits (ici du Premier Empire), très courantes dans le répertoire traditionnel breton. Ce pauvre conscrit est informé que l’ordre de départ a été donné. Il part, accompagné par les pleurs de ses parents. il va à Jérusalem, en Espagne... Il revient à Sainte-Tréphine, mais sa fiancée est morte. et on le laisse, inconsolable, arroser de pleurs la tombe de sa bien aimée...

Na disul e Sint-Trefin rannañ ’rae ma c’halon
O kleved an ordonañs lennet gant ar person

O klevet an ordonañs lennet gand ar c’hure
Ret eo kavout soudarded da servij ar Roue

O klevet an aotrou maer war ur maen o laret
"Erru eo ar mandaioù partiañ ’r gonskried"

An tadoù hag ar mammoù ’ouele d’o bugale
Hag ar gonskried yaouank ’lare ’n eil d’egile

Hag ar gonskried yaouank ’n eil d’egile ’lare
"Arsa ’ta kameraded, partial vezo ret"

"Arsa ’ta kameraded, partial vezo ret"
’Vit monet d’ar broiou pell, lec’h biskoazh ni n’omp bet

’Vit monet d’ar broiou pell, aloubat ar montanioù
Prest da dennañ war ur c’had pa n’e welimp redo

Pa oemp en Jeruzalem dibaset an Espagn
Birviken ’m-bije soñjet donet ken d’am Bretagn

Met dre forzh pediñ Doue hag ar sent benniget
On deuet c’hoazh da Sint-Trefin da wel’ ma mignoned

Lakaet ’oe gant an douar ma gwir vuiañ-karet
Ha m’am-bije bet ar bonheur d’anavout he bez

Ha m’am-bije bet ar bonheur d’anavout he bez
Me mije ket ean c’huitaet nag en noz nag en deiz

Me mije ket ean c’huitaet nag en deiz nag en noz
Mije chomet ba’ ’tal dezhi da skuilhañ ma daeroù

Mije chomet ba’ ’tal dezhi da skuilhañ ma daeroù
’Vit enoriñ ma mestrez pehini a zo


Accueil du site | | | | Statistiques | visites : 17316

Suivre la vie du site fr  Suivre la vie du site Menguy Guéguen (Kan ha diskan)  Suivre la vie du site Des textes et des chansons   ?

Site réalisé avec SPIP 2.1.12 + AHUNTSIC

Creative Commons License

Visiteurs connectés : 1